Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET



— Ia, ia mamm goz. Tostaït ’ta, hag e vezimp daou kevret : ne vezimp ket ken inouet.

Ar wrac’h koz a azezas war eur mean. Kinnig a reas holen evit ar c’hig, a oa o poazat ; kinnig a reas, ive, bara d’ar c’hi ha rei a reas lard da frota ouz ar fusuilh.

An den yaouank a gemeras a volontez vad. Ne ziskrede, ne helle ket zoken diskredi netra war ar vamm-goz.

Mez a-veac’h ma voe debret ar bara ha lounket ar c’hig, oant deuet holl da veza skeudennou mein gwen.



Diouz an noz, ar brinsez yaouank o welet na zistroe ket he gwaz, ne rea nemet en em c’hlac’hari. Ha diouz ar mintin goude, ar roue a lakeas sini kaon e kement iliz a oa e kear.



E ti ar pesketour, ive, ar vugale a zelle, bemdez, ouz ar vuredennad dour lezet gand o breur, abarz mond kuit.

Eun devez, diouz an noz, ar vured a deuas da veza tenval. Hag an hini a oa ganet an eil a lavaras d’e vreur yaouank : « Hor breur ’zo beac’h varnan, Mont a ran war e zikour.

— 251 —