Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


Edo o sonjal dont d’ar gear pa darzas war ar c’hoad eur barr-arne spountus : glao hag avel-foll, tan ha luc’het evel n’ez eus bet gwelet biskoaz.

Ar pried yaouank a glaske e hent. Mez kaer en doa mont ha dont, ne gave nag hent na gwenoden.

An noz a deuas. Hag ec’h en em gavas eürus da gaout eur mel toull evit en em c’houdori, Keuneut seac’h a gavas war leurenn an toull bras-se. Hag e c’houezas tân da zec’ha e zilhad.

Dre ma kroge an tân, e lugerne an traou en toull. Hag e welas skeudennou tud e mein gwen. Mez ne daolas ket kement-se e evez. Skuiz oa ha naoun en doa ive. Hag hen diskroc’henna eul lapin da boazat d’e goan. Hag e veize : ma karjen beza sentet ouz va fried ! Keuz a deue d’ezan brema. Mez, evel e ve atao, ar c’heuz oa re zivezat.

Ha gwelet eur vaouezig vihan oc’h en em dreina var-zu ennan. He dremm oa krinet evel eun aval koz. He dent a strake e-gis ma ra’ re unan o krena gant ar riou. An ear lentik holl he doa gand an dra-ze. Tostaat a reas, koulskoude, hag e pedas an den yaouank da lezel anezi da vont da gichen an tân.

— 250 —