Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET



Skuiz oa. Abalamour da ze e c’houlennas mont da gousket en e wele, e-unan.

Ha diouz ar mintin, en eur zevel, hag hen gwelet, ive, ar c’hoad dirazan.

En despet da aliou ha da zaelou merc’h ar roue, e kemeras e fusuilh, e c’halvas e gi hag ez eas da chaseal.

Digouezout a reas gantan, evel gand e vreur.



Goulskoude, ar vuredad dour en doa lezet e ti e dud, a oa deuet d’he zro, da veza tenval. Hag ar mab, yaouanka ’en em lakeas en hent da vont da glask e vreudeur. Dre ma tremene e c’houlenne digant an dud : « N’ho peus ket gwelet, dre ama, daou zen yaouank henvel ouzin ?

— Daou zeu yaouank hênvel ouzoc’h ? C’houi zo eur farser a zen ! C’houi hoc’h-unan a zo tremenet dre ama, n’eus ket gwall-bellou !

Entent a rea, en eur glevet ar c’homzou-ze, e tispenne an hent o doa kemeret e vreudeur.

Digouezet e kear, e voe kaset da di ar ar roue. Ha dre ma tremene, an dud a ziskoueze d’ezan stad ha laouenedigez.

— 253 —