Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Pelloc’h, an den yaouank, goude beza en em gempennet gwella ma c’helle a yea, ive, var zu ar palez. Mez digouezet e-tal an nor, e voe miret outan mont larkoc’h. Kaer en doa kôzeal brao, kôzeal rust, netra ne rea. Beg-lor en doa lavaret : arabat lezel den yaouank ebet da vont beteg ar roue. Ha ne voe, morse, lezet da dremen.



Goulskoude, araog ar friko, e read leinou bras, bemdez, er palez.

Epad al leinou-ze, Beg-lor a veze lakeat atao, e-kichen merc’h ar roue.

Kement-se ’oa anavezet dre gear holl.

An den yaouank en doa lazet ar zarpant, a gave diaes.

Hag eun devez e lavaras d’e gi : — « Kea d’ar palez. Gra chalantis hag allazig da verc’h ar roue. Hag, araog dont kuit, taol d’an traon kement a vo war an daol. Diwall, avad, da veza paket.

Hag ar c’hi ha mont d’ar piltrotik. Lipat a reas he daouarn d’an dimezell. Hi hen anavezas, raktal. Hag en eur floura e benn

— 246 —