Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET


e lavare, an daelou en he daoulagad : « E peleac’h ema da vestr ? O ! lavar d’ezan en em hasta da zont ama. »

Mez ar Beg-lor oa oazus [1]. Ober a reas kas ar c’hi er-meaz.

Ar c’hi a reas an dro d’an daol. Hag araok mond kuit, e krogas e korn an doupier hag e taolas d’an traon an holl draou mad a oa warni.



D’an deiz warlerc’h, na petra ta ? ’oa friko, adarre.

— Kea c’hoaz, a lavaras an den yaouank d’e gi.

Hag ar c’hi, war goulenn vestr a reas ar memes tra.



D’an trede devez, e lavaras d’e gi : — « Kea eur wech all, c’hoaz, d’ar palez. Mez en dro-ma, goude beza chachet d’an douar an traou ’vo war an daol, te ’lezo kregi ennout.

Ar c’hi ’reas evel m’oa lavaret d’ezan.

Kerkent e voe klasket e vestr ha kerc’het

d’ar palez.

  1. Oazus : jaloux.
247