meus lazet ar zarpant : setu ama e bennou
am eus distaget ha setu ama, ive, va c’hountell
leun-wad. Deuet oun da lavaret d’eoc’h
seveni, mar plij, d’ar bromesa ho peus
great, meur a wech, da rei ho merc’h da
bried d’an hini a lazfe ar zarpant.
Ar roue oa nec’het maro pa welas beg ha tres fall an hini en doa saveteet e verc’h. Keuz en doa d’e bromesa. Koulskoude e lavaras : « Mar deo te ez peuz lazet ar sarpant va merc’h a vezo d’it. »
Ar verc’h a zigouezas d’ar mare-ze.
— Petra lavar hennez, emezi, en eur zellet outhan diwalo ? Hennez ’zo eur gaouiad. N’eo ket hen eo en deus lazet ar zarpant.
— Penaos ? a lavaras an istrogel fall, n’eo ket me eo ? Mez, setu ama ar pennou am eus troc’het gant va c’hountell.
— Hag ar roue, tristik holl hag en eur skoazia e ziskoaz a lavaras c’hoaz : « Mad ! mad ! va merc’h a vo d’it. »
Ar c’helou a voe embannet, dre bevare c’horn ar rouantelez. Ar friko a voe deisiadet a-benn teir zizun.