Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


neuze, ha gant e zabren e tistagas ar seiz penn.

Ar plac’h yaouank a gouezas d’an douar semplet gant al laouenedigez. Ha dre gear e voe sonet laouen ar c’hleier evit embann, dre-holl e oa lazet al loen vil.

An den yaouank a droc’has seiz teod ar zarpant. Lakaat a reas anezo en e vouchouer hag e pignas war e varc’h da vont da eun ostaleri, da en em lakaat e par da vont dirag ar roue.



Koulskoude, demdost d’ar palez, ez oa eun tammik ti-soul. Ennan edo o chom eur paourkeaz reuzeudik, tort, luch, kamm, pikouzet, eun druez e welet. Beg-lor a read anezan.

Eus e di, e zaoulagad a bare, bemdez, war ar zarpant pa veze o kerc’hat e damm.

Pa welas ez oa en,em dennet an den yaouank en doa tennet merc’h ar roue a-dre skilfou ar zarpant, e tiskennas er jardin. Dastum a reas ar seiz penn. Trempa ’reas e gountell er gwad a zivere c’hoaz diouto hag ez eas da di ar roue.

— Aotrou roue, e lavaras d’ezan, me

— 244 —