Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Epad meur a zevez e chomjont kuzet, an ti sarret warno. Esper o doa da welet ar c’herniel o vont kuit e-giz ma oant deuet. Mez, siouaz ! ’leac’h mont kuit, e kreskent bemdez.

An itroun a c’halvas d’he c’haout eur bern medisinet. Holl e choment souezet. Biskoaz n’o doa gwelet eur seurt klenved.



Dre ar vro a bez n’oa hano nemet eus itroun an Termaji hag eus he c’herniel. An holl o doa truez outi. Mez Saïk, pa gleve kôzeal diwar he fenn, a c’hoarze leiz e gornailhen hag a lavare : « Ah ! ar c’hagn ! mad, mad a zo great d’ezi. »

Goulskoude, pelloc’h ez eas da gerc’hat eur vuredad dour da feunteun ar c’hoad hag e kerzas ganti da di an hini glanv.

Me ’zo medisin, emezan en eur zigeri an nor.

An Itroun ’oa eno. Ha hi d’en em strinka d’an daoulin dirazan : « O aotrou ! aotrou ! a lavare, pareit ac’hanon, mar plij, neuze. »

— Ia. Me ’c’hell ho parea. Mez, araok, e rankan lavaret d’eoc’h e vezo ker al labour.

— 232 —