Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL


he fenn. Santout a reas eun tamm debron bennak. Ha gant he dorn e frotas. — « Pitiaoul ! emezi. » Ha da zellet er mellezour. Mennout a reas sempla pa welas. Ken dies e kave ha kement a vez he doa, ma ’z eas d’en em guzat.

Ar mevel a zigouezas d’ar mare-ze. Gwelet a reas ar fiez war an daol. Hag hen buan tapa diou frouezenn, hag aon d’ezan da veza tamallet mont d’ar marchosi d’o dibri.

Mez digouezout a reas gantan evel gant ar geginerez. Ha ne gredas mui en em ziskouez.

Deuet mare mern, an itroun a glaskaz gouzout e peleac’h ez oa eat he mitizien. Mez kaer he devoe o gervel, hini ne respounte.

En eur dremen dre ar gegin e welas ar fiez. Ha hi en em lakaat da zibri. Sevel a reas war he fenn eur bern kerniel. Eun tammig e pikent en eur zont er-meaz. Hag e skrabe hag e tebre c’hoaz. Pelloc’h ez eas da zellet er mellezour. Ha spountet holl, ec’h en em lakeas da hirvoudi ha da grial kement ma teuas evelkent he mitizien war he zikour.

Sabatuet-holl e chomas pa welas. Petra emezi, c’houi, ive, ho peus kerniel ? Na peseurt klenved egazus ! »

— 231 —