Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Goulskoude, eur feunteun oa e-kichen eno. Sec’hed en doa. Mont a reaz da eva dour. Kerkent en daou gorn a keas kuit.



Bale ’reas c’hoaz dre ar c’hoad hag e kavas saladenn c’houez.

En em lakaat a reas da zibri. Ha dioc’htu e teuas da veza eun azen.

— Gwasoc’h-gwaz ! a lavaras. Setu ama eur c’hoad hag en em gav traou iskis ennan, avad.

Dont a reas da eva dour c’hoaz. Hag e teuas adarre da veza eun den.

— Oh ! mat, mat : eul louzou all ouz eur c’hlenved all.

Hag e teuas en e benn eur zonj ifern.



Ober a reas eur baner gant brouskoad. Karga ’reas anezi a fiez. Hag e baner war e benn ez eas da grial dirak maner itroun an Termaji : « Fiez dous ! fiez mat ! daou wenneg an dousen ! »

Keginerez an itroun a gemeras diou zousen evit he mestrez. Mez he-unan, na petra ’ta ? e tanveas anezo da genta.

Kerkent daou foultrenn korn a zavas war

— 230 —