Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL



— O ! n’eus forz pegement e kousto, pareit ac’hanoun.

— Parea ac’hanoc’h a gousto kant mil lur.

— N’eus forz. Beza ho pezo kant mil lur.

— Aotrou ! aotrou, a lavaras, neuze, ar vatez o tifoucha eus eun toul kuz, pareit ac’hanoun ive !

— Ia, demezel. Mez c’houi n’oc’h nemet eur vatez. Me ho pareo evit mil lur.

Ar mevel en em erbedas outan, c’hoaz.

— Da gount a vo evel hini ar vatez, eme Saïk.

Paet e voe dioc’h-tu.

Ha Saïk, neuze, a roas d’ezo peb a vanne dour eus ar vured a oa gantan.



Saïk ’oa deuet da veza pinvidik-bras. Mez ne c’helle ankounac’haat an dro fall a oa bet great d’ezan gant itroun an Termaji. C’hoant en em venji en doa atao.

Hag hen d’ar c’hoad a-nevez, da gerc’hat saladenn. Goude beza kemeret dilhad all, ez eas da ginnig e zaladen da di an itroun. Druz ’oant ha kaer. An itroun he doa, kent ma o gwelas avi outo.

— 233 —