Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL



Er gear-ze, ar sakrist a oa maro. Goulenn a reas mont en he lec’h da ober al labour war dro an iliz. Kemeret e voe.

Prest goude ar pap a varvas ive.

Red ’oa kaout dioc’h-tu eur pab all.

Eur goulm ’voe lezet da vont en ear, dirag holl gristenien kear, bodet en iliz. Bep tro e veze great evel-se. Hag an hini a yea ar goulm var e benn a veze lakeat da bap. Mont a reas war benn ar sakrist. Hag evel-se, e teuas da wir, evit Nennik, ar pez a yoa merket war viou al lapous en doa debret.



E vreur Saik, d’ar mare-ze, goude beza troet ha dizroet, ’oa digouezet pelloc’h er memes kear. Mez n’oa ket paour evel e vreur, ha mont a reas, na petra ta ? d’an ostaliriou gwella. Ouspenn-ze, evit en em zivuzi, ez ea bemdez da welet an termaji. Dek lur bep tro, ’gouste kement-se. Mez petra ’oa an dra-ze da Saïk ? p’eo gwir e kave mil lur bep mintin en eur zont eus e wele ?

Goulskoude, mestrez an termaji o welet bemdez anezan o tont d’he stal, a zonje e ranke beza pinvidik-bras. Hag eun devez ez eas d’e gaout hag e lavaras d’ezan : « Plijadur ho peus ganeomp, aotrou ? »

— 227 —