Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Pemzek vloaz o doa. D’an oad-se, e kousker mad atao, n’eus forz e peleac’h. Uhel ’oa an heol dija pa voent divorfilet. Hag int-hi diskenn d’an douar.

Ha setu, dre ma teuont a vrank da vrank, eur yalc’h o koueza. Henvel-poch e oa euz an hini o doa gwelet o koueza eus o gwele, en deiz araok. Mil lur ’oa ebarz. Chom a reont sabatuet. Sellet a reont an eil ouz egile. « Koulz lavaret sur, emezo, ni ’rank kaout ar vertuz da gaout ar mil lur-ze bep mintin. Abalamour da-ze n’oa ket c’hoant d’hor gwelet o vont kwit deac’h da noz. Ne oa ket souez ! »



Mont a reont adarre kevret. Hag e kerzent beteg eur c’hroaz-hent.

— Eno, unan anezo en don bet izomm da vont en eur park. Egile a yeas atao. Hag an daou vreur en em gollas. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .



Goulskoude Nennik, an hini anezo en doa debret kalon al lapous, a zigouezas en eur gear vras. N’en doa gwennek ebet en e c’hodell.

— 226 —