Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL


c’hant en hon gwele evit gouzout ha n’omp ket laer.

Da greisteiz, goude beza sonjet mat, ez eont da gaout an daou bried. — « Kenavo, emezo. Ni ’zo deuet da veza bras. Gouest omp brema d’en em denna hon-unan. Ni ’zo ’vont kuit.

— Mont kuit ? Mez perak ? N’emaoc’h tamm a re, ama. Ne vezoc’h gwelloc’h e neb leac’h. Chomit, chomit ganeomp.

— Nan da, a lavarjont. Ho trugarekaat a reomp da veza hon dalc’het, keit-all. Mez ni a zo tud yaouank brema. Ni ’vevo diwar hon labour.



— Mad. Ma rankit mont. Keuz a vezo ama d’eoc’h. Mez kementse zell ouzoc’h a lavaras ar mestr.

Hag e roas d’ezo peb a gant lur. An dra-ze ’lavaras, a vo talvoudek evidoc’h, da c’hedal beza kavet labour.



En em lakaat a rajond en hent. Mez an noz a deuas ha n’o doa kavet ti ebet. Hag e oant savet da gousket e beg eur wezenn doupok.

— 225 —

15