Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


ne gavan ket a labour. A volontez vat, e welin va bugale o vont d’ho ti. Mez c’houi ’lezo anezo da zont bep mintin, da vouchat [1] d’o zad ho d’o mamm.

— Oh ! emechans sur. Pa girint e teuint d’ho ti. Mez o boued hag o gwele a vo du-ma.

Hag e kasas, dioc’h-tu, an daou vugel gantan.

Lakeat e voent da gousket er memez gwele. Bep mintin ar vestrez a gave war ar c’holc’hed ar yalc’had aour. Hag abalamour da ze e rea stad eus ar vugale.



Tri bloaz oa dija ma pade an traou er giz-se. M’oant pinvidik diagent, ’oant pinvikoc’h c’hoaz goude.

Mes eur vintinvez an daou vugel, dihun, en em lakeas da c’hoari da c’hedal sevel. Hag en eur c’hoari e weljont o koueza eus o gwele war an douar eur yalc’h. Gand ar strouns ar yalc’h a zigoras hag e oa leun a aour.

— Hop ! emezo, n’emaomp ket mad ama

mui. Ar mestr hag ar vestrez o deus kuzet ar-

  1. Bouchat : pokat e yez Leon.
— 224 —