Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL



Ah ! mallos ru ! a lavaras ma ’m bije gouezet ! Hag hen d’ar c’haloup da di Laouik da lavaret oa e vugale o lenva gand ar c’hoant da gaout al lapous.

— Foei ’vad ; re zivezat out. E ma debret voe lavaret d’ezan.



An amezek a yeas, en dro, d’ar gear. Kounta ’reas d’e wreg ar pez oa digouezet. Hag e skambenne, hag ec’h en em jale.

— O emezi, ne ket dao d’it en em disglac’hari. Laouik ’zo paour. Kea da lavaret d’ezan out kountant da zevel e vugale en da di. Roet e vezint d’it, a volontez vat. Hag evel m’eo dleet, an arc’hant a gavimp en o gwele a vezo d’eomp evit o maga. »

Hag hen en dro. — « Va mignoun, a lavaras da Laouik, falvezet eo bet ganez bremaik ober d’in plijadur, rei al lapous hag e viou d’am bugale. Mad, plijadur evit plijadur. Te ’zo eun tammig diskrog. N’eo ket eas d’it rei d’az taou vah ar pez o devez izomm ; va gwreg ha me, ’zo en em glevet da zevel da vugale kevret gant hon re. »

— O ! mil bennoz d’eoc’h ! Penaos ho trugarekaat a-walc’h ? C’houi ’wel, kaer am eus,

— 223 —