Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


e eü, a gavo, bep mintin en e wele, eur yalc’h mil lur enni. »



Mez Laouik ne ouie ket lenn. Ha goude beza diskouezet d’e wreg al lapous hag ar viou, e lavaras d’ezi : — « Petra ’rafomp gant ar re ma ? Me ’zo vont da gas anezo d’an ti all. »

Hag hen ha mont.

— Sell, a lavaras d’e amezeg, setu ama eul lapous ha daou vi. Ar re-ze ’zo mad d’az vugale ; ar viou da zibri hag al lapous da c’hoari.

— O ! ama, voe lavaret d’ezan n’eus ket izomm deuz a draou ar seurt-se. Kas anezo ganez.

Ha Laouik d’ar gear gand e lapous.

Dioc’htu, voe displuet ha poazet. Ha d’e goan e tebras anezan kevret gant e wreg hag e zaou vab : Saïk ha Nennik.



Mez ar viou en doa lezet war an daol, en ti all ! E amezek, eun tamm doktor anezan, a lennas diouz an noz, pa deuas d’an ti, ar pez oa skrivet varno.

— 222 —