Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Ia, vat, itroun : plijadur awalc’h ?

— Mez eur mondian e rankit beza evit kaout dek lur bemdez da zont, ama.

— O ! lezit da gas, itroun. Me ’m eus meur a zek lur. Me, en eur zevel bemdez a gav mil lur em gwele.

— Mil lur, bemdez, ma Doue ! Penaos da vihana ?

— Ne ouzoun ket. Mes debret em eus eü eul lapous. Hag abaoue bep mintin, e kavan eur yalc’had aour em gwele.



Itroun an termaji a dremenas an noz o tibri sonjou. « Mar gellfen lakaat anezan da zislonka an eü-ze », a lavare ; Marteze, ema c’hoaz war e stomok. Red e vo gwelet. »

Hag e pedas anezan da zont da leina ganti,

Ober a reas friko. Lakaat a reas Saïk da eva ha da zribi ar pez a c’helle. Ha pa oa dija dem-vezo, e taolas d’ezan en e gafe louzou evit dislounka.

Ne voe ket pell o c’hortoz. Ar pred a deuas er-meaz ha, d’e heul, ei al lapous.

— Aze eo, a lavaras. Ema d’in ! Hag hi lounka anezan.

— 228 —