Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SANT ALAR HA NONNA GOZ


Mez er prad, tam yeot ebet diskaret c’hoaz. Nonna n’he deus ket, kerkoulz, amzer da vont da welet, kement a diz ’zo varni o farda mern d’e falc’her.

Mez en e brenest, ar Riwig ne ehan da c’hoarzin. « O ! a lavare, evid eur falc’her, Nonna he deus kavet eur falc’her, avad ! Mar kendalc’h da vond evel-se ganti, e vo noz ha na vezo troc’het tam foen !

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Teir eur eo : Ha n’eus ket c’hoaz diskaret eur yeoten. Nonna gant he dipit he deus kribinset he fenn. Mennout a ra mond da folli war an devezour feneant. Mez aon he deus, aon rag e varo hir, emechans. Rag beza en deus eur mel baro hag a zisken beteg e gof. Da beder heur oa mare an asmern. Ema ar falc’her o tond warzu an ti. Ha bremaik e klevo ! bremaik e lavaro d’ezan n’eo ket brao ober goab ouz an dud paour !

E lavaro dezan, ive, e vo ar feneantis kastizet er bed all gant Doue.

Mez pa eo deuet d’an ti, ne lavar ket eur ger. E bedi ’reas da vond ouz taol. Azeza ’ra digomplimant. Korda ’ra boued eun eston.

— 21 —