Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


Ar yar holl a ya en e gorf, penn ha lost. Eva reas ive. Ha goude m’oa fin d’e bred e lavaras : « Allo ! deomp d’al labour, brema. »

Nonna ne gouie petra da zonjal. Marteze, he doa gwelet fall. Ar falc’her en doa ear eun den mat. Mez an diaoul, emechans, a vire outi da welet mat e labour ! Mond a reas a nevez d’he frad. N’eus ket troc’het eur yeoten. Hag ec’h en em erbed ouz he zant muia karet.



Ar Riwig a zo, atao en e brenest. C’hoarzin a ra leiz e gornailhen. An noz a dosta hag ar falc’her a ra, atao, ar memes sôn :

« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! » Ar mean ’ve gantan, bepred, war e falc’h. Pelloc’h an heol ’zo ’vond da guzat.

Ar falc’her ne zôn mui. Ar Riwig a zell c’hoaz war e brad hag a jom sabatuet. Sevel a ra evit gwelet gwelloc’h. E zremm a jench liou. Ar foen oa astennet war al letounen a renkennajou, evel an ed er parkeier pa vezont medet.

Nonna, ive, a jom sebezet. Gwelet a ra ar prad touzet. Hag ar pez ’zo kaeroc’h, gwelet a ra e yar o klask boued d’he lapoused bihan

— 22 —