Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Ar Riwig a glev hag a en em laka en e brenest : — Sell, falc’her Nonna, emezan, Gwelomp ’ta petra ’rei en e zevez.

Nonna, ive, a glev. Skrabat ’ra he fenn evel nec’het maro.

— Asa ! emezi, petra roin-me da hennez d’e vern ? Souben ? Ya, petra lavaro ?… N’em eus ket a gig, koulskoude.

Hag eun dra benag a lavare d’ezi : « Laz da yar. Da yer bihan ’zo deuet. » Va Doue, he mignounes, he yarig karet ! Hag ec’h heje he fenn : — nan ! nan ! biken, a lavare.

Mez kaer he doa, en he skouarn oa eun dra bennak hag a voude atao : « Laz da yar ; laz da yar ! »

Pelloc’h ez a warzu ar c’hlud. Tapout a ra he yar hag e four beg ar zizailh en he gouzoug. Staga ’reas anezi ouz eun tach hag e chom, he c’haloun rannet hag he daoulagad beuzet a zaelou, da zellet deuz outi o vervel.



« Krampoez lardet ! Krampoez lardet ! »… Ar falc’her a lemme e falc’h. Nav heur eo.

— 20 —