Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YEUNIK HAG E GAZEZ


unan e c’houzout pegement. Pa vezin maro petra ’ri diouzin.

Oh ! siouas ! oh ! oh ! hi ! hi !

Ha Yeunik en eur lênva a lavaras d’ezi chom hep kozeal eus kement-se. « Arabat m’ar plij, emezan ober melkoni d’in gand ar sonjou-ze. »

— N’eo ket evid ober melkoni d’it eo. Mez me am eus c’hoant da c’houzout petra ’ri diouzin pa vezin maro.

— Petra ’fell d’it, eme Yeunik. N’oun ket evit sonjal en eun dra ken glac’harus. Hag e lenve atao. — Petra fell d’it a rafen ? Me lakeio ober eur c’hlaoier evit derchel da relegou.

— Ah ! gwir ?

— Ia, gwir. Mez ne gozeomp mui deuz kement-se.



Eur miziou bennak, goude, ar gazez a gailharas, respet deoc’h ! ar pallennou kaer hag ar c’hadoriou bouret en eur gampr, ar gambr kaera deuz ar palez. Ha goude-ze ec’h en em led en eur c’horn tro hag e ra an neuz da veza maro.

Diouz ar mintin, pa deu ar mitizien da zigeri, e santont eur flear spountus. Gwelet

— 217 —