Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Ar roue koz n’en doa gwelet, biskoaz, eur seurt tra. Lênva ’rea gant louenedigez : — « Ah ! a lavare, pebeuz dimezi kaer en deus great va merc’h ! Brema, e c’hellin mervel laouen, pa oun sur e vezo eürus ! »

Pelloc’h e rankas kimiada. Hag en eur vouchat d’e verc’h ha d’e vab kaer, e lavaras : « Kenavo ! eb kenavo ! ni ’skrivo en eil d’egile. »

Ha kuit.

An daou bried yaouank a jomas en o falez. Ar vuhez dre ma zea en dro, oa evitho gwella oc’h gwella, bemdez.



Eun devez, a benn eur pennad, goude, ar gazez a lavaras da Yeunik : « Me ’garfe kozeal ganez. »

— Petra ’zo ’ta ?

— Me ’garfe gouzout eun dra ; mez lavar d’in ar wirionez, avad.

— O ! ia sur : ar wirionez penn-da-benn. Petra e peus da c’houlen ?

— Te ’wel : dond a raan da veza koz.

— Ac’hanta ? Ha neuze ? Petra ’zo ?

Dont a ran da veza koz hag ar gozni ’zigas ar maro. Great em eus vad d’it. Da

— 216 —