Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YEUNIK HAG E GAZEZ





Ar roue a zavas d’e gambr.

Yeunik chomet e unan gand he gazez a lavaras d’ezi : « Da beleac’h ez peus c’hoant da gas va fried ? d’ar vengleuz du-ze ?

— Peoc’h en toull-ze, pe me ribinso. N’ez peus ket ezomm da veza nec’het a respountas.



Edont war an hent da zistrei d’ar gear. Hag ar gazez rei eun taol pao, d’an douar. Ha kerkent, dre holl, en dremwel e voe gwelet tiez ha maneriou eus ar re gaera.

— O ! na dudiusa bro ! Da biou an tiez hag ar maneriou-ze, a c’houlenne ar roue.

— D’ar roue Yeunik a lavare d’ezan an dud oa war an hent.

Ar gazez a gerze, atao. Mont a rea, war varc’h, araog karros e Mestr.

Pelloc’h e tigouezas er palez. N’oa dre holl nemet aour, arc’hant ha perlez. Eur bern mitizien oa e kichen an nor. Ha pa zigouezas Yeunik hag e c’hwreg ec’h en em lakejont da grial a bouez penn : « Buhez hir d’an daou bried ! »

— 215 —