Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— O ! respountas ar gazez, p’e gwir e reketit an dimezi-ze, an dra-ze zo eun dra c’hreat.



Ar verc’h oa en he c’hambr. Galvet oa da zont, dioc’h-tu. Pa zigouezaz, e zad a lavaras d’ezi en eur ziskwez Yeunik : « Setu aze ho kwas. »

— O ! evelkent, tad, c’houi ’gas an traou en dro, eun tammik buan, emezi.

Mez ne voe ket muioc’h a goziou. Hag an eured a voe great en deveziou kenta, goude.



Eur mis bennag warlerc’h, ar gazez a lavaras d’ar roue : « Mall eo d’eomp mont d’hor bro. Rag c’houi ’oar, ho mab kaer a zo, ive, roue. Hag er vro, du-ze, e zujidi a zo pell ’zo o c’hedal anezan. Moarvad, zoken, int en em lakeat dija, da c’hrosmolat. Rag pa ne ve ket ar roue er gear an traou ne deont ket ker mad war o zu hag an dud ne vezont ket ker laouen.

— Ah ! nan zur, eme ar roue. Ama e tigouez kement-se, ive. Kent-se, c’houi yelo d’ho pro, er zizun-ma. Me ’yelo ganeoc’h kevret. Rag c’hoant em eus da welet e peleac’h e za ma merc’h.

— 214 —