Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/219

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


a reont an traou kailharet holl. Hag ez eont,

da lavaret petra ’zo digwezet. Ar roue Yeunik a deuaz da welet. Bounta rankas e fri. Dirazan e welas ar gazez, maro, a zonj d’ezan. — « O ! al loen vil ! a lavaras d’e vitizien. Dastumit an tamm teil-ze ha taolit anezan er ster, ma ’z aio buan gand an dour ! »



Siouaz ! n’oa ket e c’her a-veac’h lavaret oa, a nevez, kemm etre an traou. Edo er vengleuz, e wreg en e gichen, hep tamm da zibri na banne da eva. Rankout oa d’ezan skriva d’ar roue e dad-kaer, evit lavaret ar pez oa digwezet. « Deuit, emezan da gerc’hat e merc’h. Rag ne c’hellan ket, zoken, maga anezhi. »

Beza anaoudek a zo kaer.
Beza dianaoudek ’zo divar an aer.


————
— 218 —