Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Oh ! emezi, ne dan ket da. Dalc’hit anezan ganeoc’h. Du-ma, ne vank ket euz ar seurt-se.

— Kleo kazez vihan, ar roue en deuz c’hoant da velet da vestr.

— Mad ! Me ’zigaso anezan, ama.



Digwezet er vengleuz en devez-se, e lavaras d’e mestr : — « Varc’hoas, e ranki mont da di ar roue.

— Da di ar roue ! Mez paour keaz bisik, ne velez ket n’euz nemet truillou en dro d’in.

— Ma chomez heb senti diouzin, me ’grabinso. Mez kleo. Er palez e zo mezer kaer hed leuren ar gambr. Sao da dreid pa valei varno. Pa na vefe da ze, e kwesfez. Bale drant ha soun da benn. Anez e tremeni evit eur paour.

Goude beza lavaret kement-se, e skoas eun taol pao, var an douar. Ha setu, ne ouzoun penaos, oa gwisket, dioc’h-tu, e mestr gant eun dilhad deuz ar re binvidika.



Mont a rajond d’ar palez.

— 208 —