Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YEUNIK HAG E GAZEZ



Ar brud, ’int erru, a ya en o raog. Hag ar Roue e unan a deu d’o diambroug. Ho c’has a ra d’e gambr. Hag e kozeont, na petra ’ta ? deuz ar glao, deuz an amzer vrao ha deuz kalz traou all.

— Mez, Aotrou, a lavaras, pelloc’h, ar Roue, dimezet oc’h, emechans ? Beza ’peuz gwreg ha bugale ?

— Nan, Aotrou Roue, lavaras ar gazez.

— Beza e maoc’h, er vro, evit pell amzer

— Evit eur mis benag, ebken, eme ar gazez.

— Ah ! mad ! Ober a rafoc’h ar blijadur d’in da danva va souben, hirio, en aon na c’helfoc’h ket dont, divezatoc’h.

— Ia, eme ar gazez, chom a rey da leina a galon vad ha gant plijadur pa hen pedit ker brao.

Ar gazez a responte, bep tro, e leac’h he mestr.

Ar Roue a jomas, c’hoas, eur pennadik ganto. Goudeze, war eun digarez be nag, ez eaz kuit hag e lezas anezo o unan.

Neuze, ar gazez a lavaras da Yeunik : — Pa zi da zibri, bremaik, arabat d’id en em gemeret ganti evel er vengleuz, du-ze. Eno, e tebrez evel eur marlounk. Beza ’vo digaset kalz traou, var an daol. Dibri eun nebeut

— 209 —

14