Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YEUNIK HAG E GAZEZ



Araog an noz e tigasas anezo en dro hag e lavaras d’ezo mil trugarez.

— Piou da vestr ? a c’houlennas diganti unan euz ar mitizien.

— Eun aotrou bras ha pinvidik, emezi.



Eun devez all e zeas d’ar palez, c’hoas.

— Miaou ! Miaou !

— Petra ’zo ’ta ?

— Roït d’in, mar plij, ar barr. Va mestr en deuz c’hoant da c’houzout pegement en deuz a aour.

Ar mitizien a gountas d’ar Roue.

— Ah ! gwir ! Me ve, avad, eürus, d’ober anaoudegez gant eun Aotrou ken pinvidik !

En devez varlerc’h, ar gazez vihan a zigasas ar barr d’ar gear. Mez deuz ar fons oa stag eul louis aour.

— Bennos ha trugarez ! emezi. Hag hi kwit.

— Mez ar mitizien pa velfomp a c’hopas varni :

— Mignounez vihan ! Mignounez vihan ! Ama ’zo eur pez aour stag deuz fons ar barr. Deuz ’ta d’e gerc’hat.

— 207 —