Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Yeunik a dapas e gazez hag a yeaz ganti da eun toull mengleuz a oa, eno, e kichen.



E mare kreisteis, ar gazez a lavaras d’e mestr : Me zo vond da bourmen eun tammik. Mez ne vo ket pell e teuin en dro. »

Dont a reaz en dro, e guirionez, hag e tigase ganti eur volennad souben, eur pladad kig, eun tam bara hag eur banne gwin.

Ar paot yaouank a zrebas.

Ar gazez vihan a lavaras neuze : « Mont a raan, c’hoas, da bourmen, mez eb dale pell me vo, adarre, ama.



Palez ar Roue a voa tost d’ar vengleuz. Ar gazez vihan a ya da grial dirag ar prenestrou : « Miaou ! Miaou ! »

— Petra ’zo ’ta ? loanik paour !

— Va mestr a zo kwezet en eur poull hag en deuz kailharet e zilhad. C’houi ’rofe d’in, mar plij dilhad da gas d’ezan da lakaat.

— A galoun vad, a lavaras ar mitizien ’oa eno.

Hag e roont dilhad d’ezi.

— 206 —