Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Yeunic hag he GAZEZ


XV


Eur veach oa eun den hag en doa tri mab. Kweza ’reaz klanv hag e varvas.

— Petra ’reomp-ni, brema, eme an tri breur ?

— Rannomp ar pez a zo eme an daou gosa : ni ’fell d’eomp mont da redet bro.

— Evel ma karfoc’h, a lavaras Yeunik, ar yaouanka. Me ne d’in ket ganeoc’h. Me ’jomo, ama, gant ar gazez vihan a c’houlennan da m’ lod.



An daou gosa a yeaz en o roud.

— 205 —