Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



An diaoul a grizas e fri. An den yaouank-se a ranke sur, beza kelennet gant unan bennak, a zonje. Tremen mall oa e lakaat er meaz. Kommans a rea kaout aon. Hag hen mond da gerc’had d’ezan e vragez.



Ar bragez-se n’oa tam brao. Great oa gant ler bouc’h. Flear an tri mil oa gantan. Ouspen-ze an hini ’wiske anezan a deue da veza du pod evel eur morian.

Mez a-hend-all, avad, e talveze an holl densoriou. N’oa ken nemet lakaat an dorn en e c’hodellou evit tenna, bep tro, tri mil lur er meaz.

Ha Charlankik, gwisket ar bragou-ze gantan, a zeue warzu ar gear, douget war eur marc’h roet d’ezan, war ar marc’had, gant an diaoul.



Edo noz dija, pa zigouezas e tal eur maner koz-koz. An iliao a zave ouz e vogeriou, hag an doen kam-digam a oa evel war ar mare da goueza en he foull. Met, evit an doare, oa tud o chom ennan. Rag dre ar prenest e weled eur goulou o para.

— 198 —