Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
CHARLANKIK HAG AN DIAOUL



Ha Charlankik mont er maner.

Kaout a reas eun aotrou azezet e stern an daol ha teir blac’h yaouank puchet war an oaled, e kichen an tân hag o neza.

Charlankik a dennas e dok en eur stoui e Lenn. Ha goude e lavaras d’an aotrou : — « Bez ho pefe, mar plij ar vadelez da rei lojeis d’in evit eun nozvez. Me ’meuz baleet, hirio, kalz, hag a zo dija skuiz.

— Chomit da gousket, oa lavaret d’ezan. Goulskoude, eme an aotrou, ne ve ket diez d’eoc’h kaout e leac’h all, gwelloc’h lojeis eget ama. Mez ar pez ’zo, ’vo roet d’eoc’h a galon-vad.



Kousket en doa e doug an noz. Ha ker laouen en em gave, diouz ar mintin ma kinnigas d’an Aotrou difalla ar maner.

Micherourien voe galvet dioc’h-tu. Al labour a yeas mad en-dro. Hag eur miz goude, ar maner oa deuet da veza evel eur maner nevez.

— Petra ’rofen-me d’eoc’h evit ho tigoll ? a lavaras mestr ar maner da Charlankik. N’em eus netra siouaz ! Da vihana, va c’halon a zalc’ho, atao, evidoc’h, anaoudegez vad ha karantez.

— 199 —