Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
CHARLANKIK HAG AN DIAOUL



— Goulen e vragou, ar bragou ’zo en e gambr stag ouz eur boenten.



An nor oa a veac’h sarret, ma tigouezas an diaoul.

— Va c’houmanant, Mestr, eme Charlankik.

An diaoul a reas eur c’hoarzaden yud.

— Da goumanant ? Mec’hiog, emezan. Met n’ez peus great c’hoaz nemet c’houec’h miz hag ez poa lavaret d’in e chomjes bloaz.

— Oh ! ia, Mez c’houec’h miz deiz ha c’houec’h miz noz a dle ober deoc’h, eur bloaz kloz.

An diaoul oa kerkent, stanket e farouel. Hag e sonje ; Hen-ma, ar mevel-ma zo gwall-c’hoarier. Mezaon eo gwelloc’h lezel anezan da vond kuit.

— Mad, a lavaras d’ezan, da goumanant az po. Lavaret em boa rei d’id kant skoed hag…

— O ! nan. Me n’em eus ket izom arc’hant.

— Petra ’ta neuze ?

— O ! netra koulz lavaret. Va bragez a goumans dont fall. Roït d’in ar bragez ’zo, en ho kambr, stag ouz eur boenten.

— 197 —