Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Dirazan edo ginou an ifern. Flammou tân a deue da lipat e zremm hag eur c’houez fall mantrus, c’houez ar c’hig brein, rostet, a groge en e fri.

Hag e wele, e kreiz an tàn, tud oc’h en em gorda gant ar boan hag o yudal. E kichen an nor edo e amezek ar miliner, en e zorn eur zil tân holl, ar zil oa gantan, emechans, pa veze o laerez bleud endra ma oa beo. Tost d’ezan edo Janik ar votez toull. Ha re all c’hoaz. Anaout a reas kalz re all.

Int-i, ive, o doa anavezet anezan. Ha dre o c’hlemmou e krient outan : « Petra Charlankik, te ’zo sot ? Tec’h kuit ! Sarr an or. Rak ma teu Lusifer-goz aze, ’maout devet. » « Gwella ma ’pefe da ober eo mont pell diouz e vaner milliget. »

— Ia. C’houi ’lavar, awalc’h. Met me ’m eus lavaret chom bloaz ; n’em eus c’hoaz great nemet c’houec’h miz.

— C’houec’h miz ! Awalc’h eo, emechans. Evit an diaoul, c’houec’h miz deis ha c’houec’h miz noz a ra eur bloa klos. Lavar an dra-ze d’ezan. Goulen digantan da gomanant. Mez na gemer ket arc’hant. Arc’hant an diaoul a ia, atao, da vrenn.

— Petra ’c’houlennin ’ta, neuze ?

— 196 —