Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
CHARLANKIK HAG AN DIAOUL



— Te ama ! a lavaras d’ezan mantret holl, penaos ez peus gellet dont kuit ?

— Dre an nor, sur mestr.

— Dre an nor ? Hag an diaoul en doa evel aon. Mad ! a lavaras koulskoude, ne di ket ken d’ar marchosi. Lezel a ran ac’hanout, da vond ha da zond dre ar maner. Mez, avad, difen a ran ouzit disken da gaout an nor a zo e traon an douribel. Mar dez di, neuze gwasa-ze, evidout ! Neuze, e kouezo truez ous da ler !



Charlankik a reas ar promesaou kaera. Met d’an devez warlerc’h an diaoul, a voa eat, adarre da duta.

Ha Charlankik mont da glask an nor a oa difennet outan. Disken a reas e traon an douribel. Hag e kavas eur mel dor-vras. Unan houarn oa. Charlankik a jome, evel sabatuet da zellet outi. Hag e kave d’ezan klevet klemmou ha lênv. — « Daoust, emezan, outan e unan, daoust ha petra ’zo en tu all ? Bremaik me ’welo sur. » — Hag hen tenna e japeled hag e frota ouz an nor.

Digeri ’reas, na petra ’ta ? Ha Charlankik a vennas sempla pa welas.

— 195 —