Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


ket d’in e kuitafes epad-se. Kerkoulz an dorojou a vo prennet mad warnout.



Eur bloavez hep gwelet den ! Kement-se ’zo eun hir amzer.

Charlankik a deuas abred da skuiza. N’en doa ket c’hoaz great c’houec’h miz, hag en dije roet n’ouzoun ket petra evit gwelet e gamaraded.

Eurusamant evitan, oa chomet devot d’ar Werc’hez. Hag alies pa veze melkoniet dreist oll, ec’h en em harpe ouz eur speuren evit lavaret e japeled.

Ar Werc’hez e garie abalamour da ze hag a deuas war e sikour. Disken a reas er marchosi hag e lavaras d’ezan : Charlankik, ne jom ket ama. Tec’h kuit. N’eo ket red, morse, seveni da eur bromesa great d’an diaoul. Frot da japeled ouz potail dor ar marchosi hag an nor a zigoro. »



Pa deuas an noz, en devez-se, an diaoul o tond d’ar gear a welas Charlankik o pourmen, er jardin.

— 194 —