Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
CHARLANKIK HAG AN DIAOUL



— Gwell a ze ! Warc’hoaz vintin, neuze, te ’deuio da duchen ar chorriked. Me ’vezo eno. Hag ez afomp d’am zi hon daou kevret.



En devez warlerc’h Charlankik n’oa ket diwezat o vond d’an duchen. Pa oa digouezet, e vestr oa eno o c’hortoz anezan.

— Deiz mat d’eoc’h, mestr, a lavaras d’ezan.

— Deiz mat d’it, Charlankik. Deuet out. Allo ! mad ! D’eomp brema buan. Rag eun hent hir hon eus da ober.

Bale ’rajont edoug an deiz warzu ar c’huz-heol.

Da vare ar sarr-noz, ’oant e kichen eur maner bras. An nor a zigoras ha Charlankik a welas holl brenestou an ti o flamina evel pa vije bet an tân enno.

— Brema emaout e maner an diaoul, a lavaras an aotrou. Alies ez peus kozeet diwar ma fenn. Klevet am eus pelloc’h. Beza ’vezin eur mestr mad, ma rez mad da labour. Sell. Setu aze ar marchosi. Aze ez eus ugent marc’h. N’ez po netra da ober nemet maga ha skrifellat anezo. D’in-me out, epad bloaz. Ne fell

— 193 —

13