Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





En eur vont, e tremenas dre eur geriaden. Eno, an holl verc’hed yaouank, azezet war dreujou o ziez, oa o farda dantelez.

Ha hi d’o c’haout da welet o labour.

A bân e chomas da zellet. — « O ! koanta dantelez ! » a lavare. « Nag ar c’hoefou brao, nag an tavancherou kaer a c’helfed ober gant an dra-ze ! »

— D’ar gear ! D’ar gear, eme ar zoudarded. Ne helloc’h ket beza mestr war eun arme gwazed. C’houi n’eus en ho penn ken sonj nemet deus ar braoigou a zere ouz ar merc’hed. D’ar gear !

Hag an holl en-dro, da balez ar roue.



Ar roue keaz, pa welas, a deuas da veza tenval e benn ha d’en em jala forz. Sur, a veize, ne gavin kabiten ebet. Penaos a rin-me ?

Ha setu o tond d’e gaout, en e gambr, Fantik, e verc’h yaouanka.

— Va zad, emezi, me ’gaso ar zoudarded d’ar brezel. Me ’c’hounezo ganto an treac’h war ar roue hoc’h enebour.

— 180 —