— Te, bugel paour ! eme ar roue, te ’zo re yaouank. Da ziou c’hoar n’o deus ket gellet ober evel gwazed a galon. Petra ’rafes te ?
— Va lezit, atao, da vont ganto, va zad. C’houi ’welo, goude, peseurt kalon ’zo em c’hreiz.
— Mad, eme ar Roue, kea ’ta, ma vezo
gwelet.
Fantik a wiskaz dilhad soudard. Eur c’hleze a stagas ouz he c’hostez hag en he dorn e kemeras eur bistolen. Pignad a reas war varc’h. Doue, na koanta kavalier ! mistr he c’horf, soun he fenn, he daoulagad o lugerni. Ar zoudarded ne dennent lagad diwarni hag oa foug enno o vond d’he heul.
Tremen a reas dre ar c’hoad korz ; gwelet
a reas ar merc’hed yaouank oc’h ober dantelez
ha traou all c’hoaz. Mez ne zoublas ket
he fenn da zellet ha ne reas vân ebet outo.
Pelloc’h oa digouezet dirag ar zoudarded ez ea da ober brezel d’ezo. Chomet oant a zav war bordou douar o bro. Ha dirazo, o roue a