Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Fantik





Ar brinsez a ya d’ar brezel.

En eur vont, e tremen dre eur c’hoadad gwez korz. Hag hi da zellet gant trugar. « Oh ! ar c’horz kaer ! a lavare. Hag eün ’ta ! Nag a geielou skanv ha flour a c’helfed da ober gant an dra-ze ! »

— D’ar gear ! d’ar gear, eme ar zoudarded. C’houi ’zo en ho penn hureou merc’hed. D’ar gear !

Hag an holl a zistroas d’o c’hear.



An eil eus ar merc’hed a ginnigas, neuze, d’he zad, mont e leac’h he c’hoar.

— Mad, kea ’ta, a lavaras d’ezi. Met diwal na lakfes en da benn sonjou merc’hed. Ma teu sonjou evel-se d’id, deus buan en-dro. Rag ma vefes gounezet gant ar sonjou-ze, ne helfes birviken kaout an treac’h.

— O ! me ne rin ket evel ma c’hoar. C’houi ’welo, tad.

Hag ar brinsez yaouank en hent gant ar zoudarded.

— 179 —