Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Eun devez en eur vont er gambr e kavont o zad azezet war eur gador ruz.

— Petra ’zo digouezet ’ta, tad ? emezo.

— Roue ar vro dosta, va amezeg, a ya da ober brezel d’in. Klanv evel ma ’z oun, ne c’hellan en em lakaat e penn va zoudarded.

Red e ve kaout eur c’habiten, koulskoude. Mez piou da glask ha piou da gaout ?

— Me, va zad, eme ar gosa. Mar am lezit me ’vo ar c’habiten-ze. C’houi ’welo. N’eo ket kalon a vanko d’in.

— Merc’h keaz, eme an tad, tristik holl mond e penn ar zoudarded d’ar brezel ne zere ket ouz ar merc’hed.

— Lezit ac’hanon da vond, atao. Gwelet a reot pegen brao ec’h en em dennin ganti.

— Mad. Ra vo great hervez da c’hoant. Kemer va zoudarded ha kas anezo d’an emgann. Mez gra, bepred, avat, evel eur gwaz. Ma teu en da benn sonjou eus ar seurt na ve nemet e penn ar merc’hed, deus buan en-dro. Gant ar seurt sonjou-ze, ne helfes biken beza treac’h. Kerkoulz, me ’lavaro d’am zoudarded beza war evez.

— 178 —