Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
FANTIC


XIII


Gwechall-goz, oa eur roue hag en doa teir merc’h. Met n’en doa mab ebet. E verc’hed, avat, oa koantik holl, evel an deiz pa ve brao.



Ar roue oa klanv-diglanv. Ne deue morse eus e gambr. Enni en doa teir c’hador : unan zu, unan c’hlas hag unan ruz. E verc’hed o deve mall, bemdez, da welet war beseurt kador e vije azezet. An hini zu a verke ar maro pe e ranke unan bennak mervel ; an hini c’hlas a ziskoueze en doa ar roue laouenedigez ; hag ar gador ruz a lavare ez oa dleet d’ezan ober brezel.

— 177 —

12