Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Hag ar manac’h a yeas eur wech all, c’hoaz, da skei war dor ar baradoz.

— Piou ’zo aze ? eme zant Per.

— Dom Yan a gouent Sant-Vaze.

— N’eus plas ebet ama, evidout.

— Lez ac’hanon da vont ebarz, Perig, pe me lavaro out eur c’hakous.

— P’e gwir es peus lavaret kakous d’in, ne deuï ebarz, biken.

― Allo ! mat, eme Dom Yan. Te pezo deus va c’helou.



Dom Yan a jomas e toull dor ar baradoz. Dre ma teue eneou da c’houlen digor, e fourre anezo en e zac’h. Ene ebet mui ne dea d’an Envou.

Sant Per oa inouet. Ne wele mui pen kristen ebet. Hag eun devez e lavaras d’an Aotrou Doue :

— Perak da vihana, ne deu mui den ama ?

— Perak ? Paour keaz sant Per ! Dom Yan a zo aze e toull an nor hag a laka en e zac’h an holl eneou dre ma teuont.

— Ah ! setu eur guden, avat. Petra da ober da vihana ?

— 172 —