Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR MANAC’H DOM YAN



Ha kerkent holl diaoulou an ifern, ha bihan ha bras, ha kam ha digam, ha tort ha luch, a rankas mont e sac’h Dom Yan.

Hag ar manac’h ha yao ! ha mont da gas e zac’had da govel Sant-Vaze.

Nao labourer oa eno, o skei war an tom.

— Pegement a gemeroc’h, emezan d’ezo, evit darc’hoi, pep-hini d’e dro, epad eiz devez hag eiz nozvez, war ar zac’had traou-ma ?

En em glevet oant war ar priz.

Hag an nao den-ze a labouras noz-deiz, epad eiz devez, da skei war ar zac’h, endra c’hellent. Mez kaer o doa, ne goagas tam ganto. Dom Yan a zelle outo. Pelloc’h, mestr ar c’hovel a lavaras d’ezan : « Ne goag tam ho sac’h. Petra zo ebarz ? Red e ve an diaoul ennan. »

— Ia ! ia ! eme Dom Yan. Kalz diaoulou zo ennan, zoken. Skoit dizamant.

Hag e skoent, e tarc’hoent ken oant skuiz.

Pelloc’h, Dom Yan a gemeras e zac’h hag a yeas da c’houlounder anezan en eul letounen vras oa eno, etre ar gouent hag ar mor. An holl diaoulou, a c’hellit kredi, a oa kam, chilgam, torret o c’horf, blounset o fenn. Mil boan o doa bet oc’h en em ruza beteg an ifern.

— 171 —