Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


n’eus mui nemed eul leac’h hag a c’helfe loja ac’hanoc’h : it da welet d’an ifern.



Ha Dom Yan da drei a gleiz ha da zisken, da zisken…

P’oa digouezet, pelloc’h, e skoaz war an nor.

— Piou zo ! eme Lusifer.

— Dom Yan, deus kouent Sant-Vaze.

— Hola ! paotred. Eur manac’h e toull an nor ! Deuit buhan, ama.

Hag hen gervel holl diaoulou an ifern ha rei eur vaz da hen-ma, eur forc’h da hen-hont, eun orz da eun all, eun mailh da eun all c’hoaz.

— Met, a lavaras Dom Yan, petra ’zo ? Petra ’reot gant ar benviji-ze ?

— Miret ouzit da zont ama. Ne fell ket d’eomp digemer en hon touez manac’h ebet deus kouent Sant-Vaze.

— Ah ! evel-se eo, eme Dom Yan. Gortozit ma teskin d’eoch beza muioc’h seven e kever ar venec’h a deu da c’houlen loja diganeoc’h.

Hag hen digeri e zac’h oa, atao, gantan. « Em zac’h ! em zac’h ! » a lavaras.

— 170 —