Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR MANAC’H DOM YAN


eneou ar re all a dlie beza maro en daou-ugent vloaz tremenet.



Dom Yan a yeas da skei war dor ar baradoz.

— Piou ’zo ? a lavaras ar porcher.

— Digorit d’in, mar plij, aotrou sant Per. Me eo manac’h koz Sant-Vaze.

— Ah ! te eo, pelloc’h, Dom Yan ? Ama n’eus plas ebet evidout.

— O va Doue ! Plas ebet ? Da beleac’h mont, neuze ?

— D’al leac’h ma kiri. Kea d’ar purkator.



Dom Yan a yeas eun tammig larkoc’h, beteg ar purkator. Skei a reas war an nor. An eal a deuas da zigeri, hen anavezas raktal, hag a lavaras d’ezan n’oa plas ebet evitan, eno, kenneubeut.

— Paour-keaz êlig Doue ! Plas ebet ama, c’hoaz, plas ebet er baradoz, kennebeut. Da beleac’h eta e rankin mont ? eme Dom Yan.

— Da beleac’h, va den paour ! Truez am eus ouzoc’h. Me p’e gwir ez oc’h maro,

— 169 —