Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Ar Maro en em zifretas eun tammig. Met mont a rankas e sac’h Dom Ian.

Ar manac’h a lasas stard warnan hag a yeas d’e gas da eur fornier, oa e Sant-Vaze.

— « Sell, a lavaras d’ezan, laka, mar plij, ar zac’h-ma er siminal. Dalc’h anezan da vogedi betek ma vezin distro. »

Hag evel-se ar Maro oa miret outan ober e droiou etouez an dud evel ma rea diagent.



Daou-ugent vloaz oa dija ha ne varve mui den ebet. An holl oa nec’het. Bugale vihan a deue, atao, war an douar. Met an dud ne deant ket kuit evit rei plas d’ezo. An holl oa lakeat diês…

Pelloc’h, koulskoude, Dom Yan a yeas da gerc’hat e zac’h ha da lezel ar Maro da redek.

Kerkoulz, ive, deuet oa, brema, da veza koz-noe.

E dammig korf oa kroummet holl ; e zaouarn oa seac’h ; e gorf-gar teuzet : e weled oa deuet da veza fall, ne helle mui, koulz lavaret, en em ambrek.

Ar Maro, na petra ’ta, ’lammas war Dom Yan, da genta. Ha goudeze ez eas da gerc’hat

— 168 —