Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR MANAC’H DOM YAN



— Ar re all, eme ar manac’h, o deus goulennet grasou diganeoc’h, Mestr. Me c’houlen eur c’hras ive, mar plij.

— Poent oa avat, Dom Yan ! Mes n’eo ket re ziwezat. Petra ’fell d’it ’ta ?

— Roit d’in, Mestr, ar c’hras da lakaat em zac’h holl ar re a girin.

— Evel-se bezet great. Rei a ran ar c’hras-ze d’it, Dom Yan.



Eun ugent vloaz bennak goude, Dom Yan a gommanse koza. Ar Maro deuas hag lavaras d’ezan : « N’ez peus mui nemet teir eur buhez. »

— E feiz, n’eo ket kalz ken, neuze, avat, eme ar manac’h. Met pa giri… Pa vezi prest, me vo ive. Pa deui d’am c’herc’hat, digouez ama eun hanter eur araog ar mare merket.

— Mat. Bez dinec’h. Me deuio.



Diw eur hanter goude, setu ar Maro dirag Yan, a nevez.

— Ah ! douje, eme ar manac’h, ne heller ket beza muioc’h sentus avat. Gortoz ! Hag hen digeri e zac’h ha lavaret : Em zac’h ! em zac’h !

— 167 —