Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


an devota. Deomp ebarz hag e welimp va mignouned.



Kerkent ha ma voent digouezet er gouent, an holl venec’h a ziredas d’o c’haout. Koueza ’rejont d’an daoulin dirak Jesus, ha pep-hini a c’houlenne digantan eur c’hras bennak.

Pep-hini, nemed unan, evelkent.

Eur manac’h oa ha na c’houlenne netra.

Dom Yan a reat eus ar manac’h-ze.

Dom Yan a zelle ouz Jesus, a zelle ouz e genvreudeur, mes e vuzellou ne finvent ket. Ne lavare ger.

— Perak, eme zant Per, ne c’houlennez ket, ive, eun dra bennak, evel ar re all ?

— N’em eus ezom tra.

— Mat, divezatoc’h, pa deui da c’houlen ar baradoz diganen, me hen talvezo d’it.



A mestr a yeas kuit, evel m’oa deuet.

N’edo ket c’hoaz pell pa glevas e c’hervel.

— Petra ’zo ?… Sell, Dom Yan ! Petra ’fell d’it, Dom Yan ?

— 166 —